Iliz Bro-Saoz, Church of England, a zo un iliz kristen krouet er c'hwezekvet kantved gant ar roue saoz Herri VIII a-c'houde e volontez da zispartiañ diouzh Roma hag ar Pab. Ilizoù heñvel zo e kement bro a veze melestret gant Bro-Saoz, kenkoulz en Amerika hag en Afrika.
"Ilizoù anglikan" a reer ouzh an holl ilizoù-se ha pep hini anezho a ra war-dro he aferioù dezhi hec'h-unan. Bodet int, avat, er Gumuniezh Anglikan e kemer perzh enni Iliz bro-Saoz hag ar primad anezhi, eskob Canterbury. An eskob-se en deus ur bouez ispisial o vezañ m'emañ ur primad, met n'eo ket penn an Ilizoù evel m'emañ ar Pab evit an Iliz Katolik Roman. Muioc'h-mui e vez graet un diforc'h etre Iliz Bro-Saoz hag an Iliz Anglikan pa vez anv eus reiñ un termenadur resis. An holl ilizoù anglikan a vez a-gerzh e komunion an eil gant eben evit ar pezh a sell an doktrin hag ar sakramantoù. Ur 77 milion bennak a dud a zo enno hiziv an deiz.
An ilizoù anglikan a vez en o fenn un eskob. Sellet a reont outo evel ilizoù "katolik" ha "disrannet", evel ur seurt iliz etre an Iliz Katolik hag ar Brotestantiezh. En em ginnig a reont evel katolik abalamour d'an Hengoun hag hêrezh an Ebestel. Nac'het eo ar perzh-se dezho gant an Iliz Katolik avat : al lizher Apostolicae Curae, embannet gant ar Pab Leon XIII, a nagenn gwiriegezh belegiñ an eskibien anglikan.
"Disrannet" a reont outo abalamour da mennozhioù nevez kinniget gant an ilizoù protestant, e-keñver frankiz an dud hag ar ritual da skouer, hag a zo bet jaojet gant Iliz bro-Saoz.
Daoust ma veze sellet ouzh an div vammenn-se e-giz ar pezh a ra dibarelezh an ilizioù anglikan, ar gomunion a zo lakaet diaes gant traoù 'zo liammet da Belegiñ ar Maouezed, an doare da welet an heñvelreizh pe an divors abaoe fin an ugentvet kantved.